800vet niverenn evit ar gazetenn Ya !

800vet niverenn evit ar gazetenn Ya !

Abaoe 2005 e teu er-maez ingal, beb sizhun, ar gazetenn  Ya ! Deuet eo da vezañ ar sizhunieg nemeti war baper en ur yezh vihan e Bro C’hall a-bezh. Un taol kaer neuze ! Pemzek vloaz labour ha pemzek vloaz emgann !  Kement-se a-drugarez d’ur skipailhig engoustlet-dreist, ha da zalc’husted Yann-Fañch Jacq. Keleier ar vro hag an estrenvro, danevelloù, burutelladennoù, lizhiri al lennerien, bilhedoù imor, skiantoù, evezhiadennoù diwar-benn ar brezhoneg yac’h ivez, dindan bluenn Yann Gerven, ha testeni ur Breizhad pe ur Vreizhadez kar o bro war bajenn ziwezhañ ar gazetenn…  Bep hini a gavo e voued er roll-meuzioù liesseurt-se. Disingal ar peuriñ, moarvat, met ur frealz eo kaout ur benveg eus ar seurt-se gant ken nebeut a arc’hant hag ken nebeut a dud gopret. Ezhomm bras hon eus eus al liamm sizhuniek-se e Breizh. Rankout a reer  skoazellañ Ya par ma c’hellomp, dre goumanantiñ, dre vrudañ ar gazetenn tro-dro deomp, dre gas pennadoù-skrid, dre brenañ un tamm bruderezh evit ar re o deus un embregerezh. Un aventur a-stroll eo Ya !

Ya800-niverel

800ième numéro pour le journal Ya !

Depuis 2005 sort régulièrement, chaque semaine, le journal Ya ! Il est devenu le seul hebdomadaire papier dans une langue de moindre diffusion en France. Un bel exploit ! Quinze années de travail et de combat ! Ceci grâce à l’incroyable investissement d’une petite équipe et à la ténacité de Yann-Fañch Jacq. Des nouvelles du pays et de l’étranger, des récits, des critiques, un courrier des lecteurs, des billets d’humeur, des articles de sciences, des éclairages sur les règles d’une langue vigoureuse et saine, par Yann Gerven, et le témoignage d’un breton ou d’une bretonne investis, sur la dernière page du journal… Chacun trouvera de quoi satisfaire son appétit dans ce menu. La pâture est inégale, sans doute, mais c’est un réconfort de disposer d’un pareil instrument avec d’aussi petits moyens financiers et humains. Nous avons grand besoin de ce lien hebdomadaire en Bretagne. Aidons Ya !  Dans la mesure de nos moyens, en nous abonnant, en faisant connaître le journal à notre entourage, en envoyant des articles, en achetant de la publicité pour ceux qui sont à la tête d’une entreprise. Ya ! est une aventure collective.